Breiz (sizhunieg) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Dindan an titl ''"Breiz"'' e c’halled lenn « ''kazetenn savet evit difenn ar feiz hag ar vro'' » (en niverennoù kentañ e oa skrivet « ''kasetenn savet evit difenn ar fe hag ar vro'' »). Graet e oa evit brezhonegerien "Treger, Kerne ha Goelo". Peder fajenn a veze embannet bep taol, gant pennadoù savet peurvuiañ gant Erwan ar Moal e-unan, gant ar [[Aogust Bôcher|Yeodet]], gant [[Evnig Penn-ar-C'hoad]], ha sinet gant anvioù-pluenn, ''Fistoulik'', ''Skiant-prenan'', ''Mir-e-yez''...
 
Pennadoù a bep seurt a oa, oda reiñ keleier eus gwallzarvoudoù erruet er vro, eus abadennoù relijiel pe sevenadurel ; kanaouennoù ha barzhonegoù a oa ivez ; pa veze anv eus politikerezh e oa evit difenn an iliz hag ar brezhoneg. War ar bedervet pajenn e oa embannoù bruderezh, e galleg pe e brezhoneg.
 
635 niverenn a voe embannet en holl, bep sizhun, war-bouez ar re ziwezhañ, hag an hini diwezhañ a voe embannet d’an 12 a viz Du 1939.