As cruces de pedra na Galiza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{{Stumm an titl|''As cruces de pedra na Galiza''}} {| class="infobox" style="font-size:90%;" |- {{Infobox/Titl|'''''As cruces de pedra<br>na Galiza'''''|09c|talbenn levr|ff..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
[[Restr:Cruceiro de la Santísima Trinidad.jpg|thumb|252px|''Cruceiro da Santísima Trindade''<br>[[Baiona (Galiza)|Baiona]]]]
'''''As cruces de pedra na Galiza''''' ("Ar c'hroazioù maen e Galiza") zo ur studiadenn bizh e [[galizeg]] gant ar [[politiker]] ha skrivagner [[Galiza|galizat]] [[Alfonso Daniel Rodríguez Castelao]] ([[1886]]-[[1850]]) a-zivout istor, ster ha rizhouriezh [[kalvar]]ioù Galiza ; kroazioù maen all a studias ivez.<br>
Un arnodskrid dalif eo, pa voe embannet e [[Buenos Aires]] ([[[Arc'hantina]]) e miz Genver [[1950]] raktal goude marv an aozer, petra bennak ma voe boulc'het gantañ e [[1924]] ; un eilskouer a voe embannet e [[Madrid]] ([[Spagn]]) e [[1975]]<ref>[https://www.akal.com/libro/as-cruces-de-pedra-na-galiza_32365/ Emb. Akal {{ISBN|978-84-7600-557-6}}]</ref>, hag unan all e Galiza e [[1984]]<ref>[https://www.amazon.es/As-cruces-pedra-Galiza-Facs%C3%ADmil/dp/8471544709 Emb. Galaxia {{ISBN|978-8-4715-4470-4}}]</ref>
 
Er bloaz [[2000]] e voe aozet gant Mirdi [[Pontevedra]] un diskouezadeg en enor ha koun ''As cruces de pedra na Galiza'', ma voe kinniget an dornskridoù klokaet gant ar reizhadennoù a zegasas an aozer gant red an amzer<ref>Lod anezho zo bet degaset e-kerzh chomadenn an aozer e [[San Francisco]] ([[Kalifornia]]), e [[1939]].</ref> hag ar skeudennoù orin. Carlos Valle, anezhañ rener ar midi d'ar mare, a zisplegas penaos – en desped ma c'heller tabutal a-zivout lod eus tezennoù Castelo diwar-benn orin ha skignadur ar c'halvarioù e gouloù ar pezh a ouzer hiziv – e voe broudet ar sperederien, al lenneien, ''etc'' gant Castelao hag e levr da «&nbsp;soñjal en oberennoù-se evel e monumantoù, pa vezent disprizet pe dost araozo.&nbsp;»