Avisenna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
'''Abū ‘Alī al-Husayn ibn ‘Abd Allāh ibn Sīnā''', ent-berr '''ibn Sīnā''', bet latinaet e anv en '''Avisenna''' ([[perseg]] : '''{{lang|fa|ابو علی الحسين بن عبد الله بن سينا }}'''), a zo bet ganet d'ar [[7 Eost|7 a viz Eost]] [[980]] nepell eus [[Boukhara]] (en [[Ouzbekistan]] hiziv) ha marvet e miz [[Eost]] [[1037]] e [[Hamadan]] ([[Iran]]). Ouzbek e oa e dad, tadjik e vamm. Bevet ha labouret en deus dreist-holl e Bro-Iran a vremañ, rannet d'ar prantad-se e meur a emirelezhioù.
 
Unan eus prederourien pennañ ar bed islamek eo bet Avisenna : war un dro filozofour, skiantour ha [[mezeg]] ; politikour (''vizir'', e Hamadan) eo bet ouzhpenn-se e-pad ur pennad. Skrivet en deus bet en arabeg aliesañ, e perseg a-wechoù.