Avisenna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
N'eo ket gwall aes d'ar speredoù modern mont tre e meizadurioù Avisenna dre meur a abeg :
* an doare da welout ar bed, un hêrezh digant Aristoteles. Doubl eo an hollved : an oabl war un tu, an izelved, izeloc'h eget al loar, war an tu all. Da bep hini e berzhioù. Korfoù an oabl a heuilh ingal roudoù kelc'hiek, arouez a beurbadelezh hag a barfeted. En hor bed dister deomp an traoù hag an dud a ya war-eeun ; klask a rant ober diouzh patrom ar c'helc'h dre kelc'hiad ar genel hag an diskar, a rummad da rummad. Al lusk hollek-se a ziskouez anat bezañs ur c'hentañ lusker holl-ret. Abaoe [[Kopernik]], [[Kepler]], [[Galileo Galilei]] ha [[Newton]] eo bet dilezet ar seurt sistem-se.
* an doare da sellout ouzh an den. An intent ne vez ket komprenet gant Avisenna e-giz un ober hiniennel, personel a-raok pep tra, met kentoc'h evel ur slaerijennadenn resevet adalek ur « meiz oberiant » (''Intellect agent'') boutin d'an holl speredoù, en em gav hag en em glev war pep tra diskouezet dre rezon. Heñvel d'un ael ar sklaerijenn eo ar meiz oberiant-se ; ar memes ael, a-benn ar fin, hag an hini (Gabriel) a zegasas diskuliadur ar C'horan. Dre se n'hell sevel dislavar ebet etre gwirionez ar C'horan hag ar brouenn dre rezon. Boazet omp bet gant ar relijion gristen da gentañ ha war-lerc'h gant ar mennozhioù modern da soñjal e ene pe spered an nen e-giz ur galloud kalz personeloc'h, kreizenn-kreiz ar bersonelezh.
 
==Levezon==
 
Burutellet eo bet meizadurioù Avisenna a-hed meur a gantved, kerkoulz er C'hornôg kristen hag er bed muzulman, dreist-holl diwar-benn al liamm gant Aristoteles, da lârout eo, e fin ar gont, diwar-benn ar rezon hag ar filozofiezh e-keñver an diskuliadur hag ar feiz.
* An argadenn gentañ a zeuas digant [[Al Ghāzalī]](1058-1111) en e levr ''Dislavarioù ar filozofourien'' (''Tahāfut al-falāsifa''). Spilhennañ a ra tri foent pennañ :
** Peurbadelezh ar bed ne glot ket gant doktrin un Doue krouer ;