Peurunvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
-doare berzet abaoe penn-kentañ 2013 hag a zegas reuz
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''peurunvan''', pe '''KLTG''', eo anv an [[doare-skrivañ]] savet e 1941 evit unvaniñ an [[doare-skrivañ KLT]], savet e 1908, gant hini [[Bro-Wened]], da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek <ref>lenn danevell ar Peurunvanadur hervez Remont Delaporte niv. 263 betek 268 er gelaouenn Imbourc'h 1991-1992</ref>.
 
==Istor==
Gant emglev 1908 e oa bet unvanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant un doare-skrivañ all. Met fellout a rae da skrivagnerien zo unaniñ an daou zoare-skrivañ-se, an [[doare-skrivañ KLT]] ha doare-skrivañ ar gwenedeg. E 1936 e oa bet bodet un toullad tud, [[Loeiz Herrieu]], [[Roparz Hemon]], [[Raymond Delaporte]], [[Marc'harid Gourlaouen]], [[Roparzh Audic]], [[Youenn Drezen]] ha [[Langleiz]] hag un nebeud kinnigoù o doa graet : ober gant "zh" er gerioù a veze skrivet gant "z" e KLT ha gant "h" e gwenedeg, skrivañ "w" er gerioù ma veze kavet "v" pe "o" e KLT hag "ù" e gwenedeg<ref>http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=emglew-brezhonegerien-5614&l=br</ref>.
 
==Pouez hiziv==
Linenn 10 ⟶ 13:
N'eo ket disi an doare-skrivañ-mañ evel n'eo ket disi ar re all, nag e yezh ebet. Gant e enebourien ne vez gwelet nemet ar sioù, gant ar re a ra gantañ, ar re niverusañ a-bell, ne vez ket gwelet ar sioù atav, ken boas int, evel en holl yezhoù.
 
==IstorTabut==
Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.
*Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur awenet gant renad an Alamaned er vro e vije bet.