Avisenna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 26:
Burutellet eo bet meizadurioù Avisenna a-hed meur a gantved, kerkoulz er C'hornôg kristen hag er bed muzulman, dreist-holl diwar-benn al liamm gant Aristoteles, da lârout eo, e fin ar gont, diwar-benn ar rezon hag ar filozofiezh e-keñver an diskuliadur hag ar feiz.
* An argadenn gentañ a zeuas digant [[Al Ghāzalī]](1058-1111) en e levr ''Dislavarioù ar filozofourien'' (''Tahāfut al-falāsifa''). Spilhennañ a ra tri foent pennañ :
** Peurbadelezh ar bed ne glot ket gant doktrin un Doue krouer ;
** Naouturioù ar Ragevezh doueel hag ar burzhud ne gavont ket o flas e teolojiezh Avisenna ;
** N'eo ket sklaer Avisenna diwar-benn ar vuhez goude ar marv hag ar gopr pe ar c'hastiz er bed all.
* Ar respont a zeuas prestik a-walc'h eus penn all ar bed islamek ([[Kordoua]]) el levr ''Dislavarioù an dislavarourien'' (''Tahāfut al-Tahāfut'') gant [[Averroes]] (Ibn Rushd : 1126-1198) o tont da sikour gant Avisenna, daoust ma rebech dezhañ penaos, dindan levezon an nevezplatonourien, ne oa ket chomet tost a-walc'h ouzh Aristoteles.