Avisenna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 30:
** N'eo ket sklaer Avisenna diwar-benn ar vuhez goude ar marv hag ar gopr pe ar c'hastiz er bed all.
* Ar respont a zeuas prestik a-walc'h eus penn all ar bed islamek ([[Cordoba]]) el levr ''Dislavarioù an dislavarourien'' (''Tahāfut al-Tahāfut'') gant [[Averroes]] (Ibn Rushd : 1126-1198) o tont da sikour gant Avisenna, daoust ma rebech dezhañ penaos, dindan levezon an nevezplatonourien, ne oa ket chomet tost a-walc'h ouzh Aristoteles.
* Arru ar jeu betek Pariz e derou an XIIIvet kantved. Klask a ra an arc'heskob difenn pep kelenn diwar-benn Aristoteles ha, da heul, Avisenna hag Averroes. Prederourien pennañ ar c'hantved, avat, o deus studiet anezho a-dost : [[Siger de Brabant]], [[Alberzh Veur]], [[Tommaso d'Aquino]], [[John Duns Scot]], h.a.. N'eo ket al lec'h amañ da zisplegañ dre ar munud penaos en em zifretas pep hini e-tal tezennoù ar prederour pers. Trawalc'h eo gwelout penaos e kaver e-kreiz krogadoù an XIIIvet kantved ur gistion doubl : statud an « esañsoù » pe naturioù (''essentia'' : da belec'h pe da betra e kas hor meizadoù ?) ha penaos e koubl ar « vezañs » pe « bezoud » (''existentia'') gant an « esañs » (« tabut an hollegadoù, ''Querelle des Universaux'' »), – ha gwelout penaos ar c'histionoù-se a eienn diwar tezennoù meur Avisenna (peurbadelezh ha krouidigezh, statud ar meiz hag an ene hiniennel, h.a.).