Avisenna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 64:
* ''Avicenna Bay'' eo bet graet eus ur bae e enezeg Palmer en [[Antarktika]].
* E [[Tadjikistan]], Pikern Lenin a zo bet adanvet e-giz Pikern Ibn Sīnā.
* Ospitalioù, evel just, a zo bet lakaet dindan paeroniezh Avicenna, da skouer, ''Ibn Sīnā Hospital'' een [[Ankara]] pe, e Bro-C'hall, ''Hôpital Avicenne'' e [[Bobigny]] (e-lec'h ma varvas [[Jacques Brel]] e 1978).
* Er broioù galleger, an anv « Centre Avicenne » a gas alies d'un ti-yec'hed bennak : da skouer e [[Sousse]] pe [[Monastir]] (Tunizia), e [[Liège]], e [[Le Port(ar Reünion)|Le Port]] (departamant ar Reünion), e [[Liborna]] pe [[Carcassona]]… A-wechoù neoazh e merk ur greizenn sevenadurel islamek, liammet pe get gant ur voskeenn, evel e [[Luksembourg]], e [[Sint-Jans-Molenbeek|Molenbeek]] pe e [[Roazhon]].
* Un ''Avicenna Prize for Ethics in Sciences'' (Priz Avisenna evit degasadennoù war kistionoù a vuhezegezh e liamm gant araokadennoù ar skiantoù) a zo bet krouet gant an UNESCO.
 
Delwennoù eus ar skiantour-filozofour a gaver e Boukhara, e Karaganda (Kazakstan), e Douchanbe (Tadjikistan), e [[Qax]] (pe Qakh e Azerbaidjan), e Hamadan, en Ankara, e Vienna (Burev an ABU/ONU en Aostria).
Broioù zo o deus embannet timbroù en e enor : RDA (e 1952), Aljeria, Iran, Tadjikistan – pe bilhedoù-bank (Tadjikistan).
 
Ur monumant a zo bet savet el lec'h ma kaver bez Avisenna e Hamadan.
Ur mirdi a zo bet digoret e Afshana (Ouzbekistan), ar gêriadenn e-lec'h ma oa bet ganet.