Herve : diforc'h etre ar stummoù

64 okted lamet ,  4 bloaz zo
D
Lint + Wikicoding
D (Lint + Wikicoding)
 
==E vuhez==
Mab e vije bet da [[Sant Houarvian|Houarvian]], ur barzh eus [[Enez Vreizh]] dimezet da [[Riwanon]], eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e [[Gwitevede]], war-dro [[525]]. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant [[Urfol]], e [[Plouvien]]. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e [[Treouergad]], e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ<supref>1Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejañ un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuiñ arat an douar.</supref>. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur [[manati]] e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h [[Lanhouarne]], diwar e anv (''Houarnev'' = ''Herve'').
Mervel a reas en e vanati e [[568]] pe [[575]]. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e [[878]], gant aon rak tagadennoù ar [[Vikinged]], ha goude se da [[Naoned]]. Kollet e voent da vare an [[Dispac'h gall]].
 
Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantañ e vije bet savet ''Kantik ar baradoz''. <supref>2<[http:/sup>/perso.wanadoo.fr/per.kentel/kantikou/sons/ar_baradoz.mid "Kantik ar Baradoz"]</ref>
 
Pedet e vez a-enep kleñvedoù an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez [[Sant-Herve]], e-kichen [[Uzel]], hag ivez e [[Lanhouarne]], e [[Bro-Leon]]. Lidet e vez e ouel d’ar [[17 Mezheven|17 a viz Mezheven]].
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
<sup>1</sup> <small>Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejañ un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuiñ arat an douar<small>.
 
<sup>2</sup> <small>
[http://perso.wanadoo.fr/per.kentel/kantikou/sons/ar_baradoz.mid "Kantik ar Baradoz"] </small>
 
== Levrlennadur ==
*[http://www.britishorthodox.org/saints_dir.php Herve of Brittany, British orthodox, e saozneg]
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Sent vrezhon]]
7 387

kemm