Deiktelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Implijet e vez an termen [[Yezhoniezh|yezhoniel]] '''deiktelezh''' ([[saozneg|saoz.]] : ''deixis'', diwar ar [[gresianeg]] : δειξις "disweldiskwel, ober dave") evit komz eus un doare [[ezoforiezh]] pa ra dave elfennoù yezh zo en ur skrid d'ur gwirvoud er-maez eus ar skrid, da lâret eo e ranker kompren da biv pe da betra e ra dave un elfenn bennak a-drugarez d'ar c'henarroud, anvet an ''[[origo]]'', da skouer :
 
Pa vez Yannig o kaozeal, pa implij ar raganv gour "me" emañ oc'h ober dave dezhañ e-unan ("''me''" = "''Yannig''") o vezañ Yannig an ''origo'' en degouezh-mañ, met pa implij Katellig an hevelep termen eo evit ober dave dezhi hec'h-unan ("''me''" = "''Katell''"), Katell oeo an ''origo'' ar wezh-mañ neuze.
 
Seurt gerioù ma rankont bezañ komprenet petra eo o ''origo'' (da biv pe da betra e raentrant dave e degouezh pe degouezh) dre dielfennañ ar c'henarroud kentoc'h evit elfennoù all er skrid e-unan a vez graet "gerioù deiktel" pe "elfennoù deiktel" oute.
 
Peurliesañ e vez rummataet ar [[:en:Pro-form|pro-stummoù]] e-touez an elfennoù deiktel, en o zouez ar [[Gour (yezhadur)|gourioù personel]] ("me", "te", "eñ", "hi"...) pe c'hoazh elfennoù all hag a dalvez d'ober dave da lec'hioù ("amañ", "ac'halese", "avamañ"...) pe amzerioù ("war-lerc'h", "bremañ"...) hag ivez anar rannigoùigoù diskwel ("-mañ", "-se", "-hont", "-hen").
 
Meur a zoare deiktelezh zo, rummataet evel-hen :
 
*Deiktelezh personel (saoz. ''person deixis'') : gwelit [[Gour (yezhadur)|gourioù personel]]
 
*[[Deiktelezh prezegennel]] (saoz. ''discourse deixis'') : pa reer dave d'ar brezegenn (''skrid'') hec'h-unan, da skouer "Gwelit ar Mellad 8.4", da lâret eo "Gwelit ivez Mellad 8.4 <u>eus ar skrid-mañ</u>" (ar brezegenn = "''ar skrid-mañ''")
 
*[[Deiktelezh heverk]] (saoz. ''switch reference'') : a zo anezhi un doare deiktelezh prezegennel implijet gant [[yezhadur]] [[Yezh|yezhoù]] zo evit merkañ hag-eñ eo kevatal arguzenn ul lavarenn da hini ul lavarenn gent, o verkañ an diforc'h da skouer etre "Yann a skoas Pêr hagha <u>mont a reas kuit</u>" hag a c'hall talvezout ken "mont a reas kuit Pêr" ha "mont a reas kuit Yann" e brezhoneg
 
*[[Deiktelezh kenhoal]] (saoz. ''empathetic deixis'') : pa vez implijet elfennoù deiktel evit diskwel pegen tost pe pegen pell en em sant an hini a zo o komz e-keñver an daveenn p'emañ o koazkaozeal diwar e benn
 
*[[Deiktelezh lec'hiañ]] (saoz. ''spatial deixis'') : pa reer dave da lec'hiadur un dra bennak hervez al lec'nh m'en em gav an hini a gomz. Seurt elfennoù deiktel a c'hell bezañ a-dost ("''amañ''"), na dost na bell ("''aze''") pe a-bell ("''ahont''"). Bez' e c'hell ''origo'' un elfenn deiktel lec'hiañ bezañ '''''gronnet''''' (saoz.: ''bounded'') pa rera dave d'ul lec'hiadur resis, da skouer "er voest", pe '''''amc'hronnet''''' (saoz. ''unbounded'') p'emañ dispis lec'hiadur resis an ''origo'', da skouer "du-hont".
 
*[[Deiktelezh sokial]] (saoz. ''social deixis'') : pa vez implijet elfennopùelfennoù deiktel resis evit merkañ renk sokial an daveennoù p'emeur o kaozeal diwar o fenn, da skouer an diforc'h etre "te" ha "c'hwi" (unander) e [[brezhoneg]]. Bez' e c'hell seurt elfennoù deiktel bezañ '''''keñverel''''' (saoz. ''relative'') pa tibaberzibaber ar stumm resis o terc'hel kont ouzh renk sokial an hini a zo o komz e-keñver an hini ma reer dave outañ, da skouer implij pe '''''peurvoudel''''' (saoz. ''absolute'') pa vez implijet ur stumm resis atav evit ober dave d'unan benakbennak hervez e renk hep derc'hel kont eus renk sokial an hini a zo o komz.
 
*[[Deiktelezh amzerel]] (saoz. ''time deixis'') : pa reer dave d'ur prantad amzer hag a rank bezañ komprenet c'henarroudkenarroud elfennoù amzerel all, peurliesañ an amzer p'emeur o komz, da skouer "bremañ", "emberr" hag ivez implij [[Amzer (yezhoniezh)|amzerioù]] ar [[Verb|verboù]]
 
==Gwelet ivez==