Charles Manson : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:CharlesMansonB33920 8-mansonbookingphoto14-17 (enlargedcropped) 1971.jpg|thumb|Poltred toull-bac'h Charles Manson e miz Genver 1971.2017]]
'''Charles Milles Manson''', ganet '''Charles Milles Maddox''', d'an [[12 a viz Du]] [[1934]] hag aet da Anaon d'an [[19 a viz Du]] [[2017]], a oa un torfedour ha gourou [[stadunanat]].
 
Linenn 6:
Pa oa ar sektenn Manson Family o tont war-wel, Manson a oa un ez prizoniad bet toullbac'het e-pad an hanter eus e vuhez evit torfedoù lies. A-roak ar muntroù e oa kaner ha skrivagner kanaouennoù e-kostez [[Los Angeles]]. Kejet en devoa gant [[Dennis Wilson]], tabouliner ha krouer ar strollad ar [[Beach Boys]]. Manson a grede er pezh an anve "Helter Skelter", un anv awenet gant kanaouenn ar [[Beatles]] hag implijet gantañ evit ober anv eus ur brezel gouennel da zont. Savet e oa ar soñj ennañ e vefe ar muntroù un doare da zegas buanoc'h ar brezel-se. Dre ma oa brudetoc'h-brudetañ e oa bet krouet tro-dro dezhañ un aergelc'h lous, hudur ha feuls a zesache tud bamet gantañ tro-dro dezhañ. Goude ma voe rebechet ar muntroù da Vanson, ha ma voe kondaonet goude-se, enrolladennoù eus e ganouennoù a voe lakaet e gwerzh. Sonerien lies o deus bet adc'hoariet ul lod anezho abaoe.
 
[[Restr:CharlesManson2014.jpg|thumb|Charles Manson e 2014.]]
Manson a oa bet kondaonet da gentañ d'ar boan a varv, a-benn ar fin e voe kemmet ar varn evit toull-bac'h difin pa voe roet lamm d'ar barnedigezhioù d'ar boan a varv a-raok ar bloavezh 1972 gant lez-varn uhel Stadoù-Unanet Amerika. Toullbac'het e oa bet Manson da gentañ e [[San Quentin State Prison|toull-bac'h Stad San Quentin]] hag adalek 1989 betek e varv e [[California State Prison, Corcoran|toull-bac'h Stad Corcoran]].
== Bugaleaj ==