Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 145:
 
==Ekonomiezh==
Diazezet eo ekonomiezh ar vro war ar [[Greanterezh]] dreist-holl. E [[2014]] e oa PDB Katalonia da 200 milion a euroioù (an hini uhelañ e Spagn), da lavaret eo 27 000 € dre annezad, a-dreñv rannvro [[Madrid]] (31 000 €) ha [[Navarra]] (28 000 €). Kresk PDB ar vro a oa 3.4% e [[2017]]<ref>http://catalonia.com/newsletter_news/news/2018/Catalan-economy-grows-2017.jsp</ref>, daoust da nec'hamant ar metoù ekonomikel e-keñver ar referendom war an dizalc'hidigezh<ref>https://www.reuters.com/article/us-spain-politicas-catalonia-economy/spain-2018-economic-growth-forecast-at-risk-due-to-catalonia-deputy-pm-idUSKBN1CI1LQ</ref>. 1.4% a oa kresk ar PDB e [[2014]]<ref>http://www.ine.es/prensa/np901.pdf</ref>. Gant an enkadenn bolitikel etre Spagn ha Katalonia ez eus un toullad embregerezhioù o doa dilojet eus Katalonia d'ur gumuniezh emren all etre 2014 ha 2017, ar pezh a zo bet aesaet gant gouarnamant Spagn en doa e miz Here 2017 lammet dalc'hioù zo a vire outo da votiñ evit mont kuit.
 
Gant an enkadenn ekonomikel a zo bet adalek 2008 e oa bet kresket dlee Katalonia betek bezañ 38% eus dlee hollek kumuniezhioù emren Spagn, goude ur c'hil 2% eus he fPDB e 2009. Notennoù an ajañsoù war an dlee a zo BBB- (arc'hantaouiñ izel, gant Fitch Ratings) ha BB (Nann-arc'hantaouiñ gant Standard & Poor's).
 
Rannet eo an ekonomiezh evel-se :
*Rann kentañ : 3%, gant 33% eus an douaroù d'ar gounid douar.
*Eil rann : 37% (E Spagn, 29%).
*Trede rann : 60% (E Spagn, 67%).
 
Kreñv eo an douristelezh e [[Barcelona]], e traezhennoù Costa Brava e [[Girona]], Costa del Maresme ha Costa del Garraf eus [[Malgrat de Mar]] betek [[Vilanova i la Geltrú]]. Tachennoù skiañ a zo e Pireneoù, nepell eus [[Lleida]]. Degas a ra an douristelezh kudennoù sokial er vro, da skouer gan enkadenn al lojañ e Barcelona, ar pezh en deus lakaet gouarnamant ar vro da lakaat e plas un taos war an douristelezh, evit implijout arc'hant war ar bruderezh ha war kempenn ar savadurioù touristel ha dieubiñ arc'hant e lec'hioù all.
 
Ur bern bankoù a zo e Katalonia ivez, 10 (diwar 46 eus Spagn) o vezañ lec'hiet er vro. Ur marc'had lodennoù a zo e Barcelona, an eil e Spagn goude hini Madrid.
 
==Daveeoù==