Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 114:
====Verguerias====
Ur rannadur melestriñ nevez eo ar verguerias evit labour ar gouarnamant hag aesaat al labour etre ar c'humunioù evit kemer plas un tamm d'ar c'hCormarcas.
 
==Poblañs==
E 2016 e oa, ez ofisiel, 7 448 332 a dud a zo o chom e Katalonia, 15% anezho (da lavaret eo 1 104 782 a dud) o deus ur vroadelezh all eget hini Spagn. Tolpad kêr Barcelona a zo 5 217 864 a annezidi war 2 268 km2. E 1900 e oa 1 966 382 a dud o chom er vro ha 5 122 567 e 1970<ref>http://www.idescat.cat/pub/?id=aec&n=245&lang=es=Confirmar</ref>, diwar ar c'hresk poblañs a oa bet e Spagn a-bezh er bloavezhioù 1960 ha 1970 ha diwar dont embroidi eus rannvroioù all e Spagn o klask bevañ er rannvro binvidikañ Spagn, dreist-holl eus [[Andalucia]], [[Murcia]] ha [[Extremadura]]. Adalek ar bloavezhioù 1990 ez eus deuet embroidi eus stadoù all, dreist-holl diwar Afrika, met ivez eus Azia ha Europa ar reter, staliet kentoc'h e tolpadoù kêr.
 
===Relijionoù===
Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhioù 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evañjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destoù Jehovah. 18.2% eus ar boblañs en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionoù all.<ref>https://web.archive.org/web/20170926184822/http://governacio.gencat.cat/web/.content/afers_religiosos/documents/Mapa_2014/Barometre2014_resultats.pdf</ref>
 
==Istor==