Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 124:
[[File:Paisos catalans.svg|thumb|Tachennoù [[Katalaneg|katalanek]] en Europa]]
Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar [[Kastilhaneg|c'hastilhaneg]] ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar [[Katalaneg|c'hatalaneg]], gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ.
 
Abaoe [[1979]] ha Statud an emrenerezh eo [[Okitaneg|okitaneg Aran]] ofisiel e traoñienn [[Aran]], an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinoù Katalonia.
 
Katalaneg eo yezh ar vro, anavezet evel-se abaoe statud emrenerezh 1979, un doare anavezet gant Bonreizh Spagn da reiñ pouez d'ar yezh. Dinan beli Franco ne oa ket bet anavezet, berzet e oa zoken er skolioù hag en holl implijoù ofisiel. Berzet e oa ivez disklêriañ ar vugale dindan un anv katalanek.<ref>Joan Miralles i Montserrat; Josep Massot i Muntaner (2001). Entorn de la histáoria de la llengua. L'Abadia de Montserrat. p. 72. ISBN 978-84-8415-309-2.</ref>
 
==Istor==