Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 132:
 
Goude marv Franco ha distro an demokratelezh e voe kaset ur politikerezh yezh gant ar gouarnamant emren gant ar pal kreskiñ implij ar c'hatalaneg er gevredigezh. Anvet e voe ar politikerezh-se ''normalizadur yezh'' (''normalització lingüística'' e katalaneg) gant harp ar brasañ eus poblañs Katalonia adalek 1983 ha nebeut-tre a enebiezh. Harpet eo ivez gant an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel er vro. An enebiezh a zeu eus strolladoù zo a lavar e klask al lezennoù-se digalonekaat an dud da gaozeal kastilhaneg.<ref>Belen Parra (5 a viz Even 2008). "[http://medios.mugak.eu/noticias/noticia/150764 Diario El Mundo, Spanish Only]". Medios.mugak.eu. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010</ref> Kadarnaet eo bet ali ar gouarnamant katalan ha doareoù ar politikerezh-se gant [[Unvaniezh Europa]]<ref>Spongenberg, Helena (4 a viz Gouere 2006). "[https://euobserver.com/political/22007 Catalan, Basque and Galician get EU language boost]". EUobserver. Lennet d'an 11 a viz Here 2017.</ref> en doa disklêriet eo doujus seurt politikerezh<ref>ABCDESEVILA. "[http://sevilla.abc.es/hemeroteca/s Buscador online de noticias]". abcdesevilla.es.</ref> hag e rankje bezañ ur skouer evit lec'hioù all en Europa<ref>"[https://web.archive.org/web/20090325180133/http://ec.europa.eu/dgs/education_culture/publ/pdf/language/highreport_en.pdf High Level Group on Multilingualism – Final Report: from the Commission of the European Communities in which Catalan immersion is taken as an example which "should be disseminated throughout the Union]" (p. 18)" (PDF). Diellaouet diwar ar (PDF) orin d'an 25 a viz Meurzh 2009. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010.</ref>.
 
Gant ar c'hatalaneg e ra kentoc'h ar gouarnamant hag an aozadurioù publik a zo dindan e veli. Katalanek eo ar skolioù, gant div eurvezh kastilhaneg bep sizhun. Rediet eo an embregerezhioù da ziskouez an titouroù e katalaneg da nebeutañ, hep bezañ rediet da ziskouez titouroù e kastilhaneg peotramant en okitaneg, met n'eus harz ebet da lakaat yezhoù all ouzhpenn ar c'hatalaneg. Adalek 1997 e oa bet lakaet e plas kastizoù a-enep d'an embregerezhioù ne zoujjent ket d'al lezenn.
 
Al lezenn a warez gwirioù an holl geodedourien da implijout katalaneg pe kastilhaneg e pep degouezh, gant an ensavadurioù publik pe er vuhez prevez, hep gouzañv drougziforc'hañ. Implijet e vez katalaneg evit kelaouiñ ar geodedourien, met ar gwir o deus da c'houlenn e vije kaset traoù e kastilhaneg diouzh o menn. Er Parlamant e vez dalc'het an eskemmoù e katalaneg tost bewezh ha ar [[TV3 (Katalonia)|Servij publik skinwel katalan]] a skign e abadennoù e katalaneg peurgetket.
 
==Istor==