Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 140:
 
Abaoe un dek vloaz bennak ez eus deuet muioc'h a enebiezh ouzh al lezennoù diwar-benn implij ar c'hatalaneg. E [[2010]] da skouer e oa bet graet harz-labour gant 75% eus ar sinemaioù a-enep ul lezenn da rediañ dezho da skignañ an hanter eus ar filmoù e katalaneg. Komite Gwirioù an Dud Bodad ar Broadoù Unanet en doa kemeret un diviz a-enep seurt lezennoù e [[Kebek]] e [[1993]] oc'h embann "A State may choose one or more official languages but it may not exclude outside the spheres of public life, the freedom to express oneself in a certain language".<ref>"Ur Stad a c'hell dibab ur yezh pe ziv evel yezh(où) ofisiel met n'hall ket skarzhañ er-maez eus ar vuhez foran ar frankiz da gaozeal en ur yezh."</ref>. Gouarnamant ar [[Stadoù-Unanet]] o deus goulennataet en o Rentañ-kont war Gwirioù an Dud<ref>https://www.state.gov/j/drl/rls/hrrpt/2009/eur/136059.htm</ref> al lezennoù diwar-benn ar yezh en ur rentañ-kont diaesterioù kastilhanegerien zo e Katalonia. Lakaet ez eus bet war-wel ivez diaesterioù katalanegerien zo evit komz o yezh e Katalonia pe e broioù katalanek, dreist-holl abalamour da ensavadurioù ar Stad.<ref>https://www.plataforma-llengua.cat/que-fem/noticies/2252/la-plataforma-per-la-llengua-denuncia-en-un-informe-40-casos-greus-de-discriminacio-linguistica-a-les-administracions-publiques-ocorreguts-els-darrers-anys</ref> Emañ a-du gant politikerezh yezh ar gouarnamant an darn vrasañ eus keodedourien Katalonia, ha pa vijen kastilhanegerien zoken.<ref>Joan Albert Argenter, ed. (1991). [https://books.google.fr/books?id=HFGjJKrayXQC&pg=PA24&redir_esc=y&hl=fr#v=onepage&q&f=falsea Debat sobre la normalització lingüística]: Ple de l'Institut d'Estudis Catalans (18 d'abril de 1990). Institut d'Estudis Catalans. p. 24. ISBN 978-84-7283-168-1.</ref>
 
Taeroc'h eo deuet an enebiezh goude ma oa erru er vuhez politikel [[Ciudadanos (strollad politikel)|Keodedourien]], ur strollad krouet e [[2006]] evit stourm a-enep ar vroadelouriezh e Katalonia, da heul burutelladennoù intellektualed zo, evel [[Albert Boadella]]. Stourm a ra a-enep ar politikerezh yezh ha klask a ra lakaat muioc'h a gastilhaneg er skolioù. Emañ e penn an tu a-enep goude ar bloavezhioù diwezhañ ha savet en deus a-du gant divizoù gouarnamant Spagn en deus freuzet a-drugarez d'ar mellad 155 ken-ofisielegezh an araneg ha goulennet da dud ar vugale e peseurt yezh e fell dezho e vije ar skol a-benn an distro-skol 2018. Un enebour all eo [[Partido Popular (Spagn)|Strollad ar Bobl]], dreist-holl a live Spagn. Forc'hellekoc'h eo e soñjoù e Katalonia, er Parlamant e tifenn sav-boent ar gouarnamant ha klask a ra sevel skolioù divyezhek par met er c'hêrioù e vez gwelet dilennidi o tifenn implij ar c'hatalaneg hag al lezennoù yezh, a-enep soñjoù o c'heneiled.
 
==Istor==