Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 125:
Teir yezh a zo anavezet evel yezhoù ar vro gant ar Generalitat : ar [[Katalaneg|c'hatalaneg]] (''català'') a zo yezh ar vro, ar [[Kastilhaneg|c'hastilhaneg]] (''castillan'') a zo yezh Spagn hag an [[Okitaneg|okitaneg aranek]] a zo yezh [[Aran]].
 
Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar [[Kastilhaneg|c'hastilhaneg]] ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar [[Katalaneg|c'hatalaneg]], gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ. Ouzhpenn ar yezhoù-se e vez komzet diwar an embroadur yezhoù all, eus Norzh-Afrika dreist-holl met ivez [[OurduegOurdoueg|ourduegourdoueg]] pe [[Roumaneg|roumaneg]].
 
Abaoe [[1979]] ha Statud an emrenerezh eo [[Okitaneg|okitaneg Aran]] ofisiel e traoñienn [[Aran]], an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinoù Katalonia.