Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 56:
Ar brasañ eus tiriad kozh [[Priñselezh Katalonia]] az a d'ober ar Generalitat, nemet ar [[Roussillon]] a oa bet roet da [[Frañs]] gant [[Spagn]] e 1659 (emañ e departamant [[Pireneoù-ar-Reter]] bremañ).
 
E fin an {{VIIIvet kantved}}, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E [[988]] ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant [[Rouantelezh Aragon]] e [[1137]] dre zimeziñ. Adalek [[1469]] e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etre [[Spagn]] ha [[Frañs]] (etre 1635-1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beli [[Frañs]] e kollas ar Roussillon e [[1659]]. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701-1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enep [[Felipe V|Fulub V]] a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek [[1716]] dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezelioù [[Napoleon]] a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar [[Eil Republik spagnol|Republik Spagn]] ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e [[1931]], a voe distrujet gant [[Francisco Franco]] e [[1936]]. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e [[2017]] un referendom berzet gant [[Madrid]] diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beli [[Madrid]].
 
==Etimologiezh==