Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kregiñ da gempenn
Linenn 28:
Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioù all ha ker-ruz e kouste dezhi brezeliañ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoù a zirollas enni.
 
E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall [[Loeiz XIV (Bro-C'hall)|Loeiz XIV]], bet e wreg kentañ merc’h yaouaer roue Spagn, da vezañ Roue Spagn, [[FulupFelipe V (Bro-Spagn)|Fulup V]] e anv. Sevel ar reas tierniezh [[Tierniezh Bourboned Bro-Spagn|Bourboned Spagn]]. Un emglev a oa bet skoulmet etrezo ha roueed Bro-C'hall (Tiernezh ar re Vourbon).
E {{XVIIIvet kantved}} e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat.
 
Linenn 43:
Gant [[Eil Republik Spagn]] e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e [[1931]]. E [[1936]], goude trec'h [[Talbenn poblek Spagn]], en em savas an tu dehoù pellañ, a oa ennañ [[Charleziz]] hag ar [[Falanjisted]]. E [[1936]] e tirollas ur brezel diabarzh, [[Brezel Spagn]], a badas betek [[1939]]. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant [[Francisco Franco|ar Jeneral Franco]]. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitañ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lerc’h e varv hepken.
 
Goude marv ar Jeneral Franco, e [[1975]], e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel m’en doa divizet an diktator. Met [[Juan Carlos Iañ|Juan Carlos I(<sup>)</sup>]], ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e [[1986]] e teuas Spagn ezel eus [[Unvaniezh Europa]].
Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoù broadelourien lec'hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoù, ma vez graet gant [[yezhoù Spagn|yezhoù]] disheñvel diouzh ar [[kastilhaneg|c’hastilhaneg]], evel [[Euskadi]] ha [[Katalonia]]. E kumuniezhoù'zo e vez goulennet muioc’h a emrenerezh, lod anezho a c’houlenn bezañ dizalc’h (en [[Euskadi]] hag e [[Katalonia]] dreist-holl).
 
Dindan dregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn d’ober berzh kaer, ar pezh n’eo ket c'hoarvezet gant amerzharmerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro.
 
== Douaroniezh ==