Kaozeal:Niveroniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Linenn 42:
:A-du on ivez war ar fed n'emañ ket levr Preder ur Bibl ; gwazh a se n'eus levr jedoniel ebet estreget o hini e-lec'h n'eus ket a dreuzplakadur diwar ar galleg. Ar pennad anvet [[Aritmetik]] a oa mezhus a-fet brezhoneg, klasket e 'm eus kas anezhañ da vout brezhonekoc'h, hag a-benn fraeshaat an termenoù emaon o labourat war an holl liammoù a c'hellin ober, n'eo ket va amkan teñvalaat an dachenn, dreist-holl en un diskiblezh a-giz ar jedoniezh hag a zo luziet a-walc'h endeo.
:'Rez ket biloù, sklaeroc'h e vo ur wech ar pennadoù echuet.--[[Implijer:Malo|Malo]] 11 Eos 2009 da 15:16 (UTC)
 
N'eus forzh petra! Al lec'hioù nemete ma vez graet matematikoù eil derez e brezhoneg zo e skolajoù hag e lise Diwan, hag un nebeud reoù publik ha katolik, ha peseurt levrioù a vez implijet gante a gav deoc'h? Reoù TES. TES a dalc'h kont eus an dibaboù hag a zo bet graet gant ar re a implij matematikoù e brezhoneg evit gwir ha n'eo ket en ur bed ha n'eus ket anezhañ. TES ne ra ket gant an holl kinnigoù graet gant Kreizenn Geriaouiñ Diwan. Goude ma n'on ket gwall a-du gant an dibaboù graet gant KGD n'ajen ket betek lâret eo "mezhus". Evel-just eo ret klask gwellaat an traoù, en un doare kenemglev avat, o terc'hel kont eus ar pezh zo anezhañ da vat. Spontus e kavan e vije kinniget ur pennad evel-se war Wikipedia: ne ra den gant ar gerioù-se. Hag an dibenn-ger "-adur" a laka da soñjal e disoc'h an ober, ha n'eo ket e meizad an ober, an anv-verb a vije d'implijout kentoc'h, e-se: "ar sammañ, al lemel, al liesaat, ar rannañ". A galon [[Implijer:Wikioñff|Wikioñff]] ([[Kaozeadenn Implijer:Wikioñff|kaozeal]]) 24 Ebr 2018 da 16:41 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Niveroniezh".