Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 159:
 
===Arouezioù ar vro===
[[Restr:Senyera (Pl. Octavià, S. Cugat del Vallès) 01.jpg|thumb|[[Senyera|Banniel Katalonia]]]]
Meur a arouez a zo evit ar Gatalaniz :
*Banniel Katalonia, anvet [[Senyera]], diazezet war skoed [[Kontet Barcelona]] hag hini [[Rouantelezh Aragon]]. Peder bandenn ruz war ur foñs aour a zo d'ober anezhañ. Ur simbol ofisiel eus ar Generalitat eo abaoe [[1932]] met reprezantiñ a ra ivez al lodenn [[Frañs|gall]] eus [[Katalonia]] (sellet ouzh [[Katalonia Norzh]] hag ar [[Brozioù katalan]] dre vras ;
Linenn 164 ⟶ 165:
*[[Els Segadors]] zo kanaouenn vroadel Katalonia, skrivet gant [[Emili Guanyavents]] e [[1899]] diwar ur ganaouenn hengounel. Lakaet e voe da ganaouenn vroadel dre ul lezenn eus [[1993]]<ref>"[http://noticias.juridicas.com/base_datos/CCAA/ca-l1-1993.html Lezenn 1/1993 Kanouenn vroadel Katalonia]". Noticias.juridicas.com. Bet gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2010.</ref>. Diazezet eo war darvoudoù [[Brezel ar Falc'herien]] er XVI<sup>vet</sup> kantved.
*[[Diada de Sant Jordi]], d'an 23 a viz Ebrel, a zo lidet war an ton bras gant ar Gatalaniz. Eskemmet e vez levrioù ha rozennoù er c'houbladoù pe familhoù.
 
===Lennegezh===
Implij lennegel ar c'hatalaneg a grogas kerkent hag an XI<sup>vet</sup> kantved gant an destenn relijiel [[Homilies d'Organyà]]. Ur mare aour eus implij ar c'hatalaneg dre skrid a zo bet etre an XIII<sup>vet</sup> hag ar XV<sup>vet</sup> kantved pa voe skrivet kronikoù Rouantelezh Aragon a-raok ma kilas an implij er mare a voe lesanvet '' Decadència'' gant ar romantelourien, gant abegoù disheñvel (fin paeroniezh an noblañsed war ar skrivagnerien katalanek, implij ar c'hastilhaneg pa voe anv eus sevenadur...).
 
Adalek an XIX<sup>vet</sup> kantved e tiwanas ur ''Renaixença'' sevenadurel ha politikel harpet gant skrivagnerien ha barzhed evel [[Jacint Verdaguer]], [[Narcís Oller]], [[Joan Maragall]] hag [[Àngel Guimerà]].
 
==Douaroniezh==