Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:FrañsezLaorañsfichennhiniennelLuGall.jpg|thumb|250px]]
'''Frañsez-Mari Laorañs''' (° [[29 a viz Genver]] [[1885]] e [[Melioneg]], [[Breizh]] - [[19 a viz Here]] [[1914]] e [[Châlons-en-Champagne|Châlons-sur-Marne]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), [[Bro-C'hall]], e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]]), a oa ur c'houer eus [[Melioneg]] ([[Breizh]]).
 
Soudardaet e voe en 247{{vet}} Rejimant Troadeion gall e penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ|brezel]]. E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souains]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Disklêriañ a reas ar mezeg milourel Buy en doa graet d’en em c’hloazañ a-ratozh-kaer evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe d’an [[18 a viz Here]] [[1914]] evit kement-se gant ur c'huzul-brezel ordinal bodet dre urzh ar jeneral [[Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary|de Langle de Cary]], penn ar 4{{vet}} Lu. Galleg hepken gant al lez-varn, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze Frañsez-Mari Laorañs nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just, dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’an [[19 a viz Here]] [[1914]].