Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
Linenn 184:
 
Pa zistroas an demokratelezh e Spagn e tiwanas adarre ar vuhez lennegel er vro, sikouret gant ar Generalitat nevez-adsavet, a embannas lezennoù evit sikour ha gwareziñ ar skrivañ hag an embann katalanek. Er rummad skrivagnerien deuet er mare-se e c'heller lenn [[Joan Brossa]], [[Agustí Bartra]], [[Manuel de Pedrolo]], [[Pere Calders]] or [[Quim Monzó]]. Ul lennegezh eus Katalonia e kastilhaneg a zo ivez abaoe distro an demokratelezh, reprezantet gant [[Ana María Matute]], [[Jaime Gil de Biedma]], [[Manuel Vázquez Montalbán]] ha [[Juan Goytisolo]] e-touez tud all.
 
===Sonerezh ha dañs===
Unan eus dañsoù pobl Katalonia eo ar [[Sardana|sardana]], dañset e kelc'h war binvioù-sonerezh evel an [[Tamborí|tamborí]], an [[Tible|tible]] hag an [[Tenora|tenora]] (eus familh an oboell]], an [[Trompilh|drompilh]] an trombó (ur seurt trombon]], ar ''fiscorn'' hag ar ''c'hContrabaix'' (ur gourvioloñs gant teir c'hordenn), sonet gant ur c'h[[Cobla|cobla]]. Meur a zoare all da zañsal a zo hengounel er vro.
Degaset e voe an opera diwar Italia kerkent hag adalek an XVIII<sup>vet</sup> kantved ha buan e voe skrivet hag aozet operaioù er vro, da skouer gant [[Domènec Terradellas]], [[Carles Baguer]], [[Ramon Carles]], [[Isaac Albéniz]] and [[Enric Granados]]. [[Gran Teatre del Liceu]] a zo unan eus al lec'hioù pennañ e Spagn evit selaou opera ha ti unan eus skolioù sonerezh anavezetañ eo. Meur a arzourien tremenet er skol-se a oa deuet da vezañ brudet-tre war-lerc'h : [[Victoria de los Ángeles]], [[Montserrat Caballé]], [[Giacomo Aragall]] and [[Josep Carreras]].
 
==Douaroniezh==