Kresteneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
+ roll
Linenn 1:
[[skeudenn:Crustacea.jpg|thumb|Un nebeud kresteneged]]
Ar '''c'hresteneged''' zo ur [[kevrennad|gevrennad]] [[artropod]]ed (Crustacea), enni war-dro 52 000 [[spesad]] deskrivet. En o zouez e kaver loened anavezet mat evel ar [[krank|c'hranked]], ar [[grilh]]ed, ar [[chevretez]] ha kement zo.... Ar pep brasañ anezhe a vev en dour, en dour dous pe en dour sall, met lod anezhe a vev war an douar evel kranked zo, ar moc'h-koad ha re all. Goloet e vez o c'horf gant un [[ezrelegenn]] peurliesañ hag analiñ a reont war-bouez [[brenk]]où. [[Vic'haner]]ien int.
Ar pep brasañ zo gouest da fiñval o-unan met lod eus an taxaoù zo arvevat hag a vev staget ouzh ul loen all (evel ar bronnoù-krank, al laou-pesked pe ar [[pavilhon]]où), ha re all a vev evel ar [[gariliedgarelli]] (garilied), stag ouzh ar c'herreg.
 
[[skeudenn: Lyreidus tridentatus.jpg|thumb|Ur c'hrank anvet ''Lyreidus tridentatus'']]
 
==Roll ar c'hresteneged anavezetañ==
* [[chevr]] (chevretez pe chifretez)
** chevr-ruz (''Leander serratus'')
** [[chevr-traezh]] (''Crangon vulgaris'')
* [[garreli]] (''Branta bernicla'')
* [[kravan]] (''Balanus'')
* [[grilhed-dour]] ([[Potamobius astacus]])
* [[grilhed-mor]] (''Palinurus vulgaris'')
* [[grilhed-traezh]] (''Nephrops norvegicus'')
* [[krank]]ed
** kranked ar roue
** kranked-silioù (kranked-avel) (''Macropipus puber'')
** kouskerien (kranked-saoz) (''Cancer pagurus'')
* [[laou-dar]] (moc'h-koad) (''Porcellio scaber'')
* [[legestr]] (''Homarus gamarus'')
* [[morgevnid]] (kevnid-mor) (''Maia squinado'')
* morgevnid-blevek (''Pilumnus hirtellus'')
 
==Liamm diavaez==