Malaysia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Douaroniezh
Linenn 1:
{{Patrom:Infobox bro
|anv ofisiel = Malaysia
مليسيا
|anv klok bzg =
|anv boutin bzg = Malaysia
Linenn 57:

'''Malaysia''' a zo ur vonarkiezh vonreizhel kevreadel eus Gevred Azia. Trizek stad ha tri ziriad kevreadel a ya d'hec'h ober. Div rannvro vras a zo, dispartiet gant [[Mor Sina ar Su]]: '''Ledenez Malaysia''' pe [[Malezia]], stag ouzh ar [[Azia|c'hevandir]] ha '''Malaysia Borneo''' (en enez [[Borneo|Vorneo]]), graet e vez anezho "Malaysia ar C'hornaoueg" ha "Malaysia ar Reter" anezho ivez.

== Douaroniezh ==
[[Restr:Mount kinabalu 01.png|thumb|left|200px|Menez Kinabalu]]
Un aridennad menezioù a-stur gant aod ar Gornaoueg zo el ledenez, ar penn uhelañ o vezañ Menez Korbu (2 180 m). Muioc'h er Reter ez eus un torosad ennañ Menez Tahan (2 187 m). Izeloc'h eo an torosennadur war-du ar Su.

Inizi zo a-da kavarout eo hed an aodoù , en emled a-hed 5 000 km. Kompezennoù ledan ha strujus zo war ribl aodoù ar Gornaoueg ; strisoc'h eo plenennoù ar Reter. Diouzh tu strizh-mor Malaka, e-tal [[Sumatera|Enez Sumatra]], ez eus geunioù ha mangrovennoù, da lavarout eo paletuvez uhel war o gwrizioù.

Alies e vez dourgresk er stêrioù da vare ar glaveier.

Menezioù uhel zo e Stadoù Norzh [[Borneo]] : Menez Kinabalu (4 175 m) ha Menez Murud (2 423 m), ouzh o zreid kompezennoù strizh a-hed an aod hag ur blaenenn c'heuniek.

Tost d'ar [[Keheder|c'heheder]] emañ Malaysia, setu e vez tomm ha glavek an amzer a-hed ar bloavezh. Gant avelioù karget a c'hlav o tont a bep eil e tiforc'her etre ar mareoù-bloaz.

Ur [[Koadeg trovanel gleb|goadeg trovanel gleb]] a c'holo kreiz ar vro.

== Stadoù ha tiriadoù Malaysia ==
<gallery mode="packed" heights="220px">
[[Restr:Malaysia states named.png|center|thumb{{Legend|500px#ffffd0|Stadoù ha tiriadoù Malaysia]]}}
</gallery>

=== E ledenez Malaysia ===