Malaysia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Douaroniezh
+ Istor
Linenn 67:
Tost d'ar [[Keheder|c'heheder]] emañ Malaysia, setu e vez tomm ha glavek an amzer a-hed ar bloavezh. Gant avelioù karget a c'hlav o tont a bep eil e tiforc'her etre ar mareoù-bloaz.

Ur [[Koadeg trovanel gleb|goadeg trovanel gleb]] a c'holo kreiz ar vro.

== Istor ==
Adalek an [[IIIe milved|IIIe]] betek an [[Eil milved|IIvet milved,]] e-kerzh [[Neolitik|Nevezoadvezh ar maen]] eta, ez erruas war aodoù Norzh Borneo poblañsoù mongolianek – da lavarout eo o daoulagad moan – a gomze hep mar ur [[Yezhoù aostroneziat|yezh aostroneziat]] ; hendadoù ar pobladoù [[Dayak]] ez int ; an hevelep tud a gomze ur [[Yezhoù monek-kmerek|yezh monek-kmerek]] war ledenez Malaysia.

En [[Eil kantved kt JK|eil kantved kent JK]] e tiorroas [[metal]]ouriezh an [[houarn]] hag an [[arem]], a pezh a ziskouez e veze darempredoù kenwerzhel etre [[Indonezia]] ar Reter hag [[Indez-Sina]] an Norzh.

E deroù an amzervezh kristen e voe savet keodedoù war aodoù ledenez Malaysia ha re Borneo evit kenwerzhañ gant [[Indez]] ha [[Sina]]. Adalek ar {{VIIvet kantved}} e voent dindan levezon [[Impalaeriezh Srividjaya]] staliet war Enez Sumatra ; indianekaet e oa an impalaeriezh, met gouzout a ouezas skignañ yezh ha [[sevenadur]] ledenez Malaysia.

War-dro ar bloaz [[1400]] e voe diazezet [[rouantelezh]] [[Malaka]] war al ledenez ; e [[1414]] e voe [[islam]]ekaet hag e ledanaas he levezon war ar rannvro en he fezh.

E [[1511]] e voe dindan beli [[Portugal]], hag e [[1641]] e voe dalc'het gant [[Holland]]iz. Dilec'hiet e voe kreiz ar rouantelezh da [[Johor]] neuze, kent bout staliet en [[Enezeg Riau]] hag a zo unan eus proviñsoù [[Indonezia]] hiziv. E-keit-se e voe Stadoù malays Norzh ledenez Malaysia o tremen dindan pennaotrouniezh [[rouantelezh Siam]].

Rouantelezh [[Brunei]], hag a oa anavezet gant Sinaiz abaoe an [[IXvet kantved]], a rene ivez war Borneo ha Malaysia ar Reter evel m'emañ hiziv ; islamekaet e voe er [[bloavezhioù 1520]], ha dizalc'h e chomas betek an {{XIXvet kantved}}.

E [[1786]] e voe prenet enez Pulau Pinang gant ar [[Rouantelezh-Unanet]] ; e [[1795]] e c'houzalc'hjont Malaka hag e [[1819]] e prenjont [[Singapour]], kement-se holl evit mestroniañ hent ar strizhoù-mor. Adal an tri ziriad-se, a anvjont ''Straits Settlements'' ("Trevadennoù ar Strizhoù-mor"), e ledanajont o levezon [[politikerezh|politikel]] hag [[armerzh]]el ; adalek [[1874]] betek [[1914]] e sinjont feurioù-emglev gwarezveli gant [[sultan]]elezhioù al ledenez, en o zouez ul lodenn vat eus ar re hag o devoa anzavet beli rouantelezh Siam.

E-keit-se, ul lodenn eus an tiriadoù hag a oa bet e dalc'h Brunei a voe piaouet gant kompagnunezhioù breizhveurat prevez.

Eus [[1941]] betek [[1945]] e voe gouzalc'het Malaysia gant [[Japan]]iz. Kerkent goude, e [[1946]], Breizhveuriz a savas Unaniezh Malaysia dre vodañ Malaka, [[Penang]] hag an 9 sultanelezh valays. Da Gevread Malaysia e troas an Unaniezh e [[1948]], ha d'an [[31 a viz Eost]] [[1957]] e voe roet e zizalc'hiezh dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet, gant ma chomje e [[Kenglad ar Broadoù]].

E [[1959]] e voe disklêriet ar stad a zifrae er C'hevread en abeg d'ur gerc'hvell kaset gant [[komunouriezh|komunourien]] sinaat, ar pezh a badas betek [[1960]].

E [[1963]] e voe staliet Stad Malaysia, enni 11 Stad ar C'hevread kevret gant Stadoù [[Sabah]] ha [[Sarawak]] Borneo, ha Singapour ; e [[1965]] en em dennas Singapour diouzh Malaysia.

Enep krouidigezh Stad Malaysia e savas Indonezia avat, ha brezel a voe etre an div Stad betek [[1966]].

Abaoe he c'hrouidigezh e chom ur gudenn veur gant ar Stad, pa vez bresk bepred ar c'hempouez etre he fobladoù.

Eus [[1983]] da [[2003]] e voe harpet ar [[gouarnamant]] gant un emglev etre ar strollad malay, an hini sinaat hag an hini indian ; adalek neuze ez a gwelloc'h an traoù, pa 'z eus bet divizet bodañ an nerzhioù-se evit diorroadur armerzhel Malaysia.

== Stadoù ha tiriadoù Malaysia ==