Harvey Weinstein : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 6:
E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an [[Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ|Academy of Motion Picture Arts and Sciences]]. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en [[hashtag]] "[[Luskad Me Too|#MeToo]]" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar mpaouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus ar "[[Efed Weinstein]]".
== An Afer Weinstein ==
* ''Pennad spisoc'h: an [[Afer Weinstein]]''
==== Rebechoù ====
E miz Here 2017, [[The New York Times]] ha [[The New Yorker]] a embanne pennadoù a zisklêrie e oa un daouzek bennak a vaouezed a rebeche da Harvey Weinstein da vezañ taget reizhel, betek [[Gwallerezh|gwallet]] anezho. Un toullad maouezed all eus industrielezh ar filmoù stadunanat o doa bet kendalc'het gant an testennioù a-enep Weinstein. An hini 'mañ evel respont en doa nac'het a-grenn ar rebechoù. Paeet en doa ez spierien eus ar [[Mossad]]<ref>https://www.theguardian.com/film/2017/nov/07/harvey-weinstein-hired-ex-mossad-agents-to-suppress-abuse-allegations-new-yorker-report-claims</ref> evit klask piv a oa ar merc'hed a rae rebechoù dezhañ ha penaos o lakaat da devel <ref>https://www.lemonde.fr/m-actu/article/2017/11/29/affaire-weinstein-les-methodes-troubles-des-anciens-agents-du-mossad_5221954_4497186.html</ref>.