Mel Gibson : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Mel Columcille Gerard Gibson''' a zo un aktour, rener filmoù, produour amerikan-aostralian ganet d'an [[3 a viz Genver]] [[1956]] e Peekskill, [[Stad New York]], er [[Stadoù-Unanet]]. D'an oad a 12 vloaz ez a da [[Aostralia]] da chom gant e dud. Tapet en deus brud gant an heuliad filmoù ''[[Mad Max (heuliad filmoù)|Mad Max]]'' ha ''[[Lethal Weapon (heuliad filmoù)|Lethal Weapon]]''. Goude en deus savet e di produiñ filmoù ha kaset war-raok filmoù bet graet berzh bras ganto evel ''[[Braveheart (film, 1995)|Braveheart]]'' (1995) ha ''[[The Passion of the Christ]]'' (2004).
 
Burutellet eo bet mat evit e zoare da ren e filmoù evel war [[Apocalypto]] (2006). Goude dek vloaz chomet hep ren filmoù, Gibson a oa distroet gant ar film [[Hacksaw Ridge]] (2016) a voe degemeret c'hwek, gounezet e oa bet daou Academy Awards gant ar film ha lakaet e anv evit pevar all.
== Liammoù diavaez ==
{{Commons|Category:Mel Gibson}}