Olympe de Gouges : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Marie-Olympe-de-Gouges.jpg|thumb|200px|<center>'''Olympe de Gouges'''</center>]]
'''Marie Gouze''', lesanvet '''Marie-Olympe de Gouges''' ha chomet en istor dindan an anv '''Olympe de Gouges''' ([[1748]]-[[1793]]), a voe ur [[c'hoariva|dramaourez]] hag ur [[politikerezh|bolitikourez]] [[Bro-C'hall|c'hall]] a c'hounezas brud dre he skridoù [[gwregelouriezh|gwregelour]] hag enep ar [[sklaverezh]].
 
E deroù ar bloavezhioù [[1780]] e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari. Pa oa ar bec'h politikel o sevel o Bro-C'hall ez emellas mui-ouzh-mui er rendaeloù. En un doare fraezh e tisplegas he soñjoù a-zivout gwellaat buhez ar sklaved en [[trevadennouriezh|trevadennoù]] evel ma oant e [[1788]] ; war an dro e krogas da sevel flemmskridoù politikel a-benn difenn gwirioù ar [[maouez|merc'hed]] ha sevel enep gwalldaolioù kaserien an [[Dispac'h gall]].