Limes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ar ger [[latin]] '''līmes''' (liester ''līmitēs'') zo ur ger roet gant an istorourien d'an difennoù savet a-hed bevennoù an [[Impalaeriezh roman]]. Meur a ster a c'hall bezañ gant ar ger :
*harz, bevenn, e stumm ur voger, evel ma oa [[Moger Vras Sina]]<ref>[[Tacitus]], ''Annales'', levrenn I, rannbennad 11</ref>
*hent, n'eus forzh pehini e vefe, da lavaret eo an hent etrezek broioù nevez-aloubet (pe da aloubiñ), evel al ''Limes germanicus'', a-hed ar stêr [[Lippe]].
 
Evit an dachenn vilourel e oa bet kroget da implij ar ger adal an {{IIIe kantved}} goude Jezuz-Krist evit ober anv eus un distrig milourel renet gant un [[dux limitis]].
 
''Limes'' hiziv-an-deiz a vez implijet evit ober anv eus harzoù-kreñv [[Henroma]] ha bevennoù proviñsoù an [[Impalaeriezh roman|Impalaeriezh]]. En gwirionez biken ne voe implijet ar ger ''Limes'' gant ar Romaned gant ar ster-se evit komz eus an harzoù, pe e vijent reoù kreñvaet pe get.
 
Evit lod eus an istorourien arbennikaet, al limes a oa anvet ''Munimentum Traiani'' en gwirionez, mogerioù difenn Trajan, oc'h implijhervez un arroudenn gant [[Ammianus Marcellinus]] a embanne e oa bet adimplijet ar mogerioù-kreñv-se e-pad ren an impalaer [[Juluan II|Juluan]] e [[360]] GJK.
 
==Notennoù==