Valentinian II : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
J.C EVEN (kaozeal | degasadennoù)
→‎Buhez: lenn Galla, anv c'hoar Valentinian;
Linenn 6:
 
== Buhez ==
E [[375]], e vreur an impalaer [[Flavius Gratianus]] a voe ezvezant pa varvas o zad, neuze e voe disklêriet Flavius Valentinianus Iunior Augustus evel impalaer, hag eñ pevar bloaz hepken, d'an [[22 a viz Du]] 375.<br>
 
Asantiñ a reas Flavius Gratianus rannañ an impalaeriezh dre reiñ [[Illyria]] d'e vreur ; eno e voe sikouret an impalaer yaouank gant ar prefed [[Sextus Claudius Petronius Probus]] ([[358]]-[[390]]) ha ar ''magister equitum'' [[Flavius Merobaudes (jeneral roman)|Flavius Merobaudes]].
 
Pa varvas Flavius Gratianus e [[383]] e oa tri impalaer : [[Magnus Clemens Maximus]] en [[Augusta Treverorum]], Valentinian II dindan gward e vamm Justina, ha [[Theodosius Iañ]] e [[Kergustentin]].<br>
 
Harpañ an [[arianegezh]] a reas Justina, ha skoazellañ ar [[Paganiezh|baganiz]] evel [[Vettius Agorius Praetextatus]] (''c.'' [[310]] - [[384]]) ha [[Quintus Aurelius Memmius Symmachus]] (''c.'' [[340]] - ''c.'' [[394]]).
 
E [[387]] e voe skarzhet Valentinian gant Magnus Clemens Maximus hag a gemeras [[Roma]] kent aloubiñ [[Italia]] ; en entremar e chomas Theodosius Iañ, met dre ma oa intañv hag ad-dimezet gant GaliaGalla, anezhi c'hoar Valentinian II, e savas enep an alouber : p'edo Valentinian o tilestrañ e genoù ar stêr [[Tiber (stêr)|Diber]] e voe trec'het Magnus Clemens Maximus gant Theodosius en [[Aquileia]]. <ref>E [[Friuli-Venezia Giulia]] hiziv.</ref><br>
 
Distreiñ da [[Vienne (kêr)|Vienna Allobrogum]], e gêr-benn, a reas Valentinian II ; eno e voe drouklazhet d'ar [[15 a viz Mae]] 392 gant ur jeneral [[Franked|frank]] anvet [[Arbogast (jeneral roman)|Arbogast]] (''c.'' [[310]] - [[384]]), anezhañ ar ''magister militium'' karget gant Theodosius da wareziñ an impalaer yaouank.<br>
 
Gant Arbogast end-eeun e voe anvet ar pagan [[Flavius Eugenius Augustus]] da impalaer a-enep Theodosius Iañ.