Ready Player One (film) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Istor ar film a dremen er bloavezh 2045. Darn an denelezh a implij ar program OASIS evit bevañ en ur bed niverennel. Un emzivad Wade Watts (Sheridan) a gav ez eus ur c'hoari er program a rofe an tu da c'hounez perc'henniñ war ar bed niverennel. Klask a ra harperien evit klask bezañ trec'h er c'hoari a-raok ma vefe graet gant un embregerezh ramzel prevez renet gant Nolan Sorrento (Mendelsohn).
 
Ar film a zo bet merzhet da vezaénvezañ disheñvel diouzh ar romant diazez, ul lod burutellenerien o lakaat war-raok e oa gwelloc'h ar film a-fed istor evit na oa ar romant. Rastellet ez eus bet 581 milion $ dre ar bed, ar pevarzekvet film e keñver arc'hant rastellet e 2018 eo. Ar film a zo bet degemeret mat, met burutelladennoù a zo bet savet a-ziwar ar fed e vefe re a adkemer eus bed sevenadurel ar bloavezhioù 1980-1990 hep degas nevezinti.
[[Rummad:Filmoù skiant-faltazi]]
[[Rummad:Filmoù 2018]]