Sibel Kekilli : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Sibel Kekilli, 2017 (cropped).jpg|thumb|Sibel Kekilli e 2017.]]
'''Sibel Kekilli''', ganet d'ar [[16 a viz Even]] [[1980]] e [[Heilbronn]] er [[Baden-Württemberg]], zo un aktourez alaman a orin [[Turkia|turk]]. Kroget he devoa da labourat er sinema evel aktourez pornografek. Brudet eo bet adalek 2011 evit he roll evel [[Shae]], serc'h [[Tyrion Lannister]] er stirad skinwel [[Game of Thrones (stirad skinwel)|Games of Thrones]]. [[Alaman]] eo deuet da vezañ e 1999.
 
Harpañ a ra ar gevredigezh [[Terre des Femmes]] a-enep ar feulster graet d'ar maouezed. E miz Kerzu 2006, e-pad un emvod a-enep ar feulster graet d'ar maouezed savet gant ar gazetenn turkeg [[Hürriyet]] e Berlin, e voe graet tabut outi. Diskleriet he devoa: "Komprenet em eus va unan, ar feulster korf ha spered a zo gwelet evel reiz er familhoù muzulman. Trist eo, ar feulster a zo liammet gant sevenadur an Islam". Kannad meur Turkia a oa aet maez ar sal raktal embannet he soñjoù. Kunujennet e vez alies Sibel Kekilli war ar rouedadoù sokial war an tem-se.<ref>http://www.ibtimes.co.in/this-game-thrones-actress-has-fitting-reply-her-turkish-muslim-haters-740507.</ref>