Y Gododdin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ar varzhoneg: Un notenn a oa chomet e saozneg.
liamm
Linenn 7:
Ar [[Gododdin]], anavezet evel [[Votadini]] en amzer [[proviñs Britannia]], a oa o rouantelezh e gevred Skos, anavezet evel an ''[[Hen Ogledd]]'' e [[Kembre]], pe [[Hanternoz kozh]].
 
Kontañ a ra ar barzh e oa bet bodet un 300 brezelour brezhon, darn eus Bro ar Bikted, darn eus [[Rouantelezh Gwynedd]] zoken, e ''Din Eidyn'', bremañ [[Dinedin]] ("Edinburgh" e saozneg), hag e-pad ur bloaz e voent o vanveziñ. Goude ez ejont da arsailhañ [[Catraeth]], a vije kêr [[Catterick, North Yorkshire|Catterick]], e [[North Yorkshire]].
 
Goude emgannañ e-pad meur a zevezh ne zistroas nemet ur brezelour. E doareoù all eus ar varzhonegez ec'h eas 363 gwaz betek Catraeth ha tri eo a zistroas.