Eujen ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Eujen ar Rouz''' (1893-1976), pe ''Eugène leLe Roux'' en ti-kêr) , "Evnig Penn-ar-C'hoad" e anv skrivagner, a zo un [[Treger|Tregeriad]] anezhañ, brudet e ganaouennoù hag e bezhioù-choari.
 
==Buhez==
Ganet eo bet Eugène Le Roux d'an [[9 a viz Gwengolo]] [[1893]] e [[Peurid-ar-Roc'h]]. Goude-se e kemeras an anv-barzh « Evnig Penn-ar-C'hoad », anv al lec'h ma oa o chom hag a zo anvet « Le Chef du Bois » war banelloù-hent [[Peurid-ar-Roc'h]] ! Pa oa bugel c'hoazh e kemeras perzh e gouelioù kentañ [[Bleun-Brug|Bleuñ Brug]] hag a oa aozet gant kure yaouank [[Sant-Nouga]], [[Yann-Vari Perrot]], e [[maner Keryann]], e [[Bro-Leon]]. Deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari. Dont a rae brud dezhañ amañ hag ahont e Bro-Dreger dre ma kemere perzh e gouelioù a bep seurt. Ezel e oa eus [[Breuriezh ar Brezhoneg]], ha skrivañ a rae e kelaouennoù evel "[[Arvorig]]".