Lucius Verus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Lucius Verus''', impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius."
 
Sevel ar bajenn
Linenn 1:
[[Restr:Lucius Verus - MET - L.2007.26.jpg|vignette|Lucius Verus]]
'''Lucius Verus''', impalaer roma adalek ar 7 Meurzh 161 betek fin miz C'hwevrer 169, gant Marcus Aurelius.
 
'''Lucius Ceionius Commodus''' a zo ganet ar 15 a viz Kerzu 130. E familh, eus renk ar senedourien, e oa ginidig eus bro [[Etruria]], war a seblant eus kêr Faenza.
 
Pa'z eo bet anvet advab gant Hadrian, e kerzh miz Kerzu 136, eo bet anvet neuze '''Lucius Aelius Caesar.'''
 
Raok mervel, Hadrian e c'hourc'hemenas da [[Antoninus Pius|Antoninus (Pius)]] da anvezout advab Lucius Aelius Caesar d'e zro.
 
Marcus Aurelius ha Lucius Aelius a zo bet anvet ''august'' (= impalaer) ar 7 Meurzh 161. Adalek an deiz se, Lucius Aelius e gemeras evitañ an anv '''Lucius Verus'''.
 
Marcus Aurelius e zimezas e verc'h Ania Lucilla da Lucius Verus er bloaz 164.
 
Ur vrezel e savas er bloaz 163 etre ar Romanded hag ar [[Partia|Barthed]], diwar-benn [[Kappadokia]] hag [[Armenia Inferior|Armenia]]. Aloubet eo ul lodenn vras eus douar ar Barthed ([[Mezopotamia]], Media) gant Marcus Aurelius ha Lucius Verus. An 12 a viz Here 166 eo lidet an trec'h e Roma.
 
Nepell goude, e oa ret d'ezho mont da vrezeliñ e [[Pannonia]] a-eneb [[Langobarded]]. En em staliañ e reont e Aquileia.
 
Lucius Verus, kouezhet klañv, e varvas e ''Altinum'', ouzh genou ar stêr Piave, er fin miz C'hwevrer 169 <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994</ref>
 
== Daveoù ==