Diforc'hioù etre adstummoù "Alan Heusaff"

17 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
==Yezhoniour breizhat==
Tra ma oa Heusaff o stourm taer evit yezh ha sevenadur e vro nevez, n'en doa ket paouezet morse da vrudañ ar [[brezhoneg]], ha da stourm evit dizalc'hiezh Breizh. Kentelioù brezhoneg a roe e-pad e amzer vak e [[Dulenn]], ha dont a reas da vezañ ur c'hazetenner strujus evit ar c'helaouennoù ''[[Argoad (kelaouenn)|Argoad]]'' (1957-1959), ''[[Breton News]]'' (1960-1972), ''[[Carn]]'' (adalek 1973). Kenlabourat a reas ivez gant kelaouennoù brezhonek e Breizh, evel ''[[Hor Yezh]]'', ''[[Galv (kelaouenn)|Galv]]'', ''[[Bremañ]]'', ''[[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]'', ''[[Arvor (kazetenn)|Arvor]]'', ''[[Ar Bed Keltiek]]'', ''[[An Amzer]]'' hag ''[[Al Liamm]]''. Embannet e voe ar geriadur hollvrezhonek kentañ, ''[[Geriadur Brezhoneg]]'', gant [[An Here]] e 1995, a-drugarez da genlabour Heusaff peurgetket. Embann a reas Heusaff e-unan ur geriadur eus e rannyezh dezhañ: ''Geriaoueg Sant Ivi''.
 
==Liamm diavaez==
Implijer dizanv