Diforc'hioù etre adstummoù "Alan Heusaff"

16 okted ouzhpennet ,  3 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Alan Heusaff''', pe '''Alan Heussaff''' ([[23 a viz Gouere]] [[1921]], [[Sant-Ivi]], [[Kernev]] – [[3 a viz Du]] [[1999]], [[An Spidéal]], [[Kontelezh Gaillimh]]) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar [[Kevre Keltiek|C'hevre Keltiek]] e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.
 
Brezhoneger a-vihanik e oa. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur [[Marburg]] en [[Alamagn]] ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.
21 390

modifications