Mindrailherez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 27:
An armoù kentañ gant meur a denn a anavezer a oa reoù e-pad ar [[Krennamzer|Grennamzer]]. Ar re-se a oa graet [[Ribauldequin]] anezho. Ar c'hentañ armoù gant ur c'hanol nemetken a c'helle tennañ meur a denn hep ma vefe rediet adkargañ bewech a voe ar [[revolver]] savet en Europa e-fin ar {{XVvet kantved}}. Unan anezho a zo un arm doare fuzuilh skoaz savet e [[Nürnberg]], [[Alamagn]], e-tro 1580. Unan all a zo un [[akebut]], savte gant [[Hans Stopler]] eus Nürnberg e 1597.
 
Diaes e oa da sevel armoù a c'helle tennañ diouzh renk gant kanolioù hir d'ar mare-se. Ret e oa bet gortoz ijinadenn ar gouriz tennoù evit ma teufe da vezañ posubl. Ar [[mousked Kalthoff]] pe ar [[fuzuilh Cookson]] a oa bet savet met bihaniverbihan niver er {{XVIIvet kantved}}.
== Ar vindrailherez Maxim hag ar C'hentañ Brezel-bed ==
Ar c'hentañ vindrailherez emgefreek a voe ijinet e e 1884 gant Sir [[Hiram Maxim]]. Ar [[Maxim (mindrailherez)|vindrailherez Maxim]] a implije nerzh distro ar bolod bet tennet evit tennañ an hini da c'hortoz e-serr nerzh an dorn o treiñ un dornell. Evel-se e oa kalz uheloc'h an niver a dennoù evit na oa re ar vindrailherezoù evel an [[Nordenfelt (mindrailherez)|Nordenfelt]] pe ar [[Gatling (mindrailherez)|Gatling]].
 
== Eil Brezel-bed ==
A-feur ma rede an amzer e oa bet gwelaet ar vindrailherezioù. Mare ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] a oa bet unan o tegas un implij bras eus an arm-se ha neuze gwelladennoù lies. Mindrailherezioù lijer a oa bet savet evel harp-tan d'ar strolladoù-stourm. Un ezhomm a oa ma vefent hezoug met gant un tan uhel ha kreñv.