Mindrailherez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
Ar c'hentañ vindrailherez emgefreek a voe ijinet e e 1884 gant Sir [[Hiram Maxim]]. Ar [[Maxim (mindrailherez)|vindrailherez Maxim]] a implije nerzh distro ar bolod bet tennet evit tennañ an hini da c'hortoz e-serr nerzh an dorn o treiñ un dornell. Evel-se e oa kalz uheloc'h an niver a dennoù evit na oa re ar vindrailherezoù evel an [[Nordenfelt (mindrailherez)|Nordenfelt]] pe ar [[Gatling (mindrailherez)|Gatling]]. Gant an ijinour Maxim e oa bet ouzhpennet ivez un doare yenaat dre zour, gant ur pod nepell diouzh kanaol ar vindrailherez. Kalz uheloc'h e oa temperadur ar vindrailherezoù nevez emgefreek evit na oa ar re dre zorn.
 
Ar vindrailherez Maxim a voe implijet buan dre ar bed, adkavet e voe e pep tu ar re engouestlet er [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] gant doareoù kemmet a nebeut hervez ar vro implijet. An doare ma oa bet savet ar vindrailherez-se a oa unan na implije ket kalz soudarded, a oa aesoc'h da fi ha staliañ evit na oa an Nordenfelt hag ar Gatling. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet diskouezhet anat nerzh galloudus ar vindrailherezoù. E 1912, e oa bet dafaret gant an [[United States Army]], pevar mindrailherez dre rejimant troadegiezh. A-benn 1919 e oa 336 mindrailherez dre rejimant. Gant ar sifroù-se e weler sklaer ar plas a oa bet kemeret gant familh an armoù-se war an tachennoù brezel.
 
== Eil Brezel-bed ==