Mindrailherez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 33:
Ar vindrailherez Maxim a voe implijet buan dre ar bed, adkavet e voe e pep tu ar re engouestlet er [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] gant doareoù kemmet a nebeut hervez ar vro implijet. An doare ma oa bet savet ar vindrailherez-se a oa unan na implije ket kalz soudarded, a oa aesoc'h da fi ha staliañ evit na oa an Nordenfelt hag ar Gatling. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet diskouezhet anat nerzh galloudus ar vindrailherezoù. E 1912, e oa bet dafaret gant an [[United States Army]], pevar mindrailherez dre rejimant troadegiezh. A-benn 1919 e oa 336 mindrailherez dre rejimant. Gant ar sifroù-se e weler sklaer ar plas a oa bet kemeret gant familh an armoù-se war an tachennoù brezel.
 
Mindrailherezoù ponneroc'h a voe savet diaezezet war ar Maxim evel ar [[Vickers (mindrailherez)|vinrdailherez Vickers]] gant un toullad armoù all hervez ar vroioù hag a-feur ma bade ar brezel drastus. An [[Hotchkiss machine gun]] a voe unan eus ar re-se diazezet en {{XXvet kantved}}. [[Mindrailherezig|Mindrailherezigoù]] a voe krouet ivez evel an [[MP 18]] alaman da skouer, ha mindrailherezoù lijer evel ar [[Madsen (mindrailherez)|Madsen]], hag ar [[Chauchat]] pe [[Lewis gun]]. Ar re-se a voe implijet gant un niver uhel e-pad ar brezel. Ar vindrailherezoù nevez-se a oa da vezañ implijet dorn-ha-dorn gant ar vindrailherezoù ponneroc'h. An doare uhel niver da vervel e-pad ar brezel a oa bet dre ar c'hanolierezh, met gant implij an horjal dreinek, ar vindrailherezoù a oa deuet da vezañ ur spont bras evit soudarded an troadegiezh.
 
== Eil Brezel-bed ==