Mindrailherez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 35:
Mindrailherezoù ponneroc'h a voe savet diaezezet war ar Maxim evel ar [[Vickers (mindrailherez)|vinrdailherez Vickers]] gant un toullad armoù all hervez ar vroioù hag a-feur ma bade ar brezel drastus. An [[Hotchkiss machine gun]] a voe unan eus ar re-se diazezet en {{XXvet kantved}}. [[Mindrailherezig|Mindrailherezigoù]] a voe krouet ivez evel an [[MP 18]] alaman da skouer, ha mindrailherezoù lijer evel ar [[Madsen (mindrailherez)|Madsen]], hag ar [[Chauchat]] pe [[Lewis gun]]. Ar re-se a voe implijet gant un niver uhel e-pad ar brezel. Ar vindrailherezoù nevez-se a oa da vezañ implijet dorn-ha-dorn gant ar vindrailherezoù ponneroc'h. An doare uhel niver da vervel e-pad ar brezel a oa bet dre ar c'hanolierezh, met gant implij an horjal dreinek, ar vindrailherezoù a oa deuet da vezañ ur spont bras evit soudarded an troadegiezh. <ref>"''Du-hont, paotr kaez, emezan, e oa eun ifern beza, gant o mindrailherezed
milliget."'' Dek devez e Verdun, gant [[Jules Gros]], pajenn 266</ref>
 
Unan eus pazennoù modernat ar vindrailherez a-raok met dreist-holl e-pad ar brezel a voe ouzhpennadur un adkargañ emgefreek war-zu an armoù dorn, o tegas krouidigezh ar bistolennoù damm-emgefreek evel ar [[Borchardt C-93|Borchardt]] (e-tro 1890), pistolennoù emgefreek ha goude-se ar vindrailherezigoù (evel ar [[Beretta M1918|Beretta 1918]]).
 
== Eil Brezel-bed ==