Mindrailherez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 38:
Unan eus pazennoù modernat ar vindrailherez a-raok met dreist-holl e-pad ar brezel a voe ouzhpennadur un adkargañ emgefreek war-zu an armoù dorn, o tegas krouidigezh ar bistolennoù damm-emgefreek evel ar [[Borchardt C-93|Borchardt]] (e-tro [[1890]]), pistolennoù emgefreek ha goude-se ar vindrailherezigoù (evel ar [[Beretta M1918|Beretta 1918]]).
 
Ar c'hentañ wech ma voe ouzhpennet mindrailherezoù war ar c'hirri-nij a voe e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. A-raok e oa bet dija blenerien o impij fuzuilhoù. Ur gudenn deknikel e voe raktal. An efedusañ evit un arm en ur c'harr-nij gant ur blenier nemetken a oa dirazhañ. Aesoc'h e oa evit tennañ met ar gudenn a oa penaos ober evit na vefe ket tennet war ar rod-viñs. An diskoulomoù kentañ d'ar gudenn-se, ouzhpenn kaout chañs, a oa bet kirri-nij gant ar rod-viñs en a-dreñv d'ar c'harr-nij evel ar [[Vickers F.B.5]], [[Royal Aircraft Factory F.E.2]] pe c'hoazh an [[Airco DH.2]]. Un diskoulm all a oa bet gant ar vindrailherezoù war an askellioù evel war an [[Nieuport 10]] pe [[Nieuport 11]]. Evel-se ne oa ket tenn ebet a c'helle tizhout ar viñs. Un diskoulm all a oa bet da implij viñsoù metal evel ar re lakaet war ar [[Morane-Saulnier L]] evel-se ne oa ket grevus ma oa tennoù o tizhout ar viñs.
 
== Eil Brezel-bed ==