Adsav Meiji : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 70 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q8707
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Adsav Meiji''' ([[japaneg]] : 明治維新, Meiji Ishin), pe '''Dispac'h Meiji''' pe '''Nevezidigezh Meiji''' a reer eus ar mare eus istor [[Japan]] ma voe diskaret shogunerezh Tokugawa ha pa voe adroet ar galloud d'an impalaer. Mont a ra eus dibenn ar [[Mare Edo]] (anvet ivez ''[[bakumatsu]]'' pe « dibenn shogunerezh Tokugawa ») da benn-kentañ ar [[Mare Meiji]], e-pad eil hanterenn an XIX{{vet}} kantved. Un heuliad darvoudoù eo, ha d'o heul e voe kemmet politikerezh Japan koulz hag hec'h aozadur sokial. Unan eus disoc'hoù digor Japan war ar bed eo. An digor-se a voe holl-ret da-heul degouezh bagoù du ar c'homodor [[Matthew C. Perry|Matthew Perry]], hag en doa diskouezet pegen gwan e oa deuet ar shogunerezh da vezañ. Da-heul Adsav Meiji eo deuet impalaeriezh Japan da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed. Ur renta-kont resis eus an darvoudoù a zo bet graet gant [[Ernest Stow]] en e levr ''A Diplomat in Japan''.
 
{{Impalaeriezh Japan}}
 
[[Rummad:Japan]]