Diplomatiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 36:
=== Diplomatiezh ekonomikel ===
An diplomatiezh ekonomikel a vez graet eus implij sikourioù estren pe n'eus forzh peseurt liamm ekonomikel implijet gant ur soñj diplomatel a-dreñv. Dre an diplomatiezh-se e c'hell ur vro sujañ ur vro all hep implij ar feulster. [[Stadoù-Unanet Amerika]] ha [[Sina]] a implij kalz an doare-se d'ober. An diplomatiezh ekonomikel dre lusk ar bedeladur a zo unan kreñv. Ar postañ arc'hant, prenañ embregerezhioù, plantañ dalc'hoù ekonomikel, kemmañ al lezennoù sevel produioù pe eskemmoù ekonomikel a zo doareoù diplomatiezh ekonomikel. Pa ya re bell an diplomatiezh ekonomikel e c'hell kregiñ ur [[brezel ekonomikel]].
=== Diplomatiezh an envroañ ===
Gant luskoù an eskemmoù tud o vont war-gresk, e vez implijet al luskoù-se evit pouezhañ war etre stadoù. Evit [[Kelly Greenhill]] ez eo anat e vez implijet an envroidi gant lod broioù evel un arm 'weapons of mass migration' a-enep broioù all pe evit kaout liammoù gant broioù all. En diplomatiezh an envroañ e vez implijet ar repuidi, labourerien envroad, pe an diasporaoù evit reiñ pouezh da palioù diplomatel.
 
== Kannaded brudet ==