Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon''' zo ul levr [[Kantikoù brezhonek|kantikoù]] dastumet gant [[Pêr Yann Nedeleg|Per-Yann Nedeleg]] hag embannet e 1942 <ref>''Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon'', KemperBrest, Moulerez ru ar C’hastel, 1942, 207 p. <br />Eil moulladur : ''Kantikou Brezonek Eskopti Kemper ha Leon. 1946'', Kemper, moullerez ru an Dudchentil, 1946, 232&nbsp;p. gant tonioù.</ref>
 
==Rakskrid==
[[Pêr Yann Nedeleg|Per-Yann Nedeleg]] a skriv en e rakskrid :
<blockquote>« Kanaouennou santel hon Eskopti n'eman ket ar wech kenta d'ezo da veza kempennet ha reizet en eun doare nevez. [...] </blockquote>
<blockquote>Evit gwir, kaer e oa hor c'hantikou evel m'edont, met kaeroc'h e c'hellent beza Re stank e oa enno ar geriou·gallek, zoken er c'hantikou anavezeta, zoken pa vefe Ken aes – hag aesoc'h awechou – ober gant geriou brezonek implijet e pep lec'h. Pa fell d'eomp kana hor feiz ha meuli Doue e brezoneg, arabat kemmeska an dioul yez, nemet awechou p'eo aet da goll ar ger brezoneg ha pa gompren an dud an hano gallek hepken. Ouspenn-ze, ret eo anzao ne oa ket bepred ar c'hantikou aes da gana. En hol labour, hon eus klasket – ha deuet·omp a benn, koulz lavaret atao – lakaat ar pouez-mouez er geriou da vont da-heul an ton, ha diwall na stokfe an eil ouz eben diou vogalenn, dreist-holl pa vije bet diou wech an hevelep hini (evel « nag a anken »). E geriou 'zo, ne oar ket mui an dud re vat pet sillabenn da lakaat : tuet or da lavarout en eur zillabenn ''roet, frouez'', h. a.; ar gwasa 'zo, n'eo ket henvel an doare da zistaga ar geriou-se en holl gorniou-bro. Setu perak, ma 'z eus geriou da veza distaget atao ha dre-holl e diou zillabenn (evel :·Dou-e, rou-e, krou-er, h. Aa.), evit re all, kement gwech ma ranko beza distaget diou zillabenn an eil diouz eben, e vo savet eur varrennig etrezo; da skouer : ro/it frou/ez... Evelse e vo gellet lenn ha ''kana'' difazi hag aes <ref>« Rak-Skrid », ''Ibid.'', p. 5 <small>[https://diocese-quimper.fr/fr/kantikou-cantiques-bretons/story/4953/le-kantikou-brezonek-de-1942-et-1946 (Skrid enlinenn)]. </small></ref>.»</blockquote>
 
==Notennoù==