Tank : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
An tankoù kentañ a voe implijet e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] gant lu ar [[Rouantelezh-Unanet]] e [[Flers (Somme)|Flers]] ([[Bro-C'hall]]) d'ar [[15 Gwengolo|15 a viz Gwengolo]] [[1916]]. Mennet e oa pennoù uhel al lu saoz da dreuziñ ar fozioù difenn alaman. An tankoù a-vremañ a rank gellet fiñval buan hag a zo dafaret gant armoù lies, ur c'hanol tev en un douribel a c'hell treiñ, gant [[mindrailherez|mindrailherezioù]] hag armoù all. Kemmesk int etre ur c'harbed hobregonet kreñv (evit gwareziñ ar vourzhidi), ur c'harbed harp-tan evit an troadegiezh, un enep-tan d'ar c'hanolierezh. Dre bezañ raouiet e-serr implij rodoù e vez tu d'an tankoù fiñval war tachennoù lies dreist-holl reoù diaes evel reoù boulilhennek pe traez. An tu a zo dezho aes da dizhout lec'hioù strategiel war an dachenn emgann. An tankoù a c'hell bezañ hollbouezus e meur a zoare en emgann, kement en argadennoù gant sikour o tan kreñv pe evit an difenn dre o hobregon tev. Ne ra forzh ar roll a vez roet dezho, ar fed ma c'hellont fiñval aes a sikour kalz a sikour kalz a-fed kadoniezh brezel. Pa oant erruet war an dachenn emgann o devoa degaset ur marevezh nevez er brezel, anvet ar brezel hobregonet.
 
An tankoù a-vremañ a zo liammet gant ar re gentañ bet gwelet ur c'hantved 'zo met a zo bet gwellaet a galz, a-fed kefluskerioù, armamant ha kadoniezhoù. Dre ar gwelladennoù lies bet degaset d'an tankoù, ez eo bet liesaet o rolloù war an tachennoù emgann. [[Tankoù ar C'hentañ Brezel-bed]] a oa savet gant Bro-Saoz ha Bro-C'hall evit terriñ linennoù difenn an enebourien war [[Talbenn ar C'hôrnog (Kentañ Brezel-bed)|Talbenn ar C'hôrnog]].
== Gerdarzh ==
Ur ger [[saozneg|saoznek]] evit ''mirlec'h-dour'' eo, bet amprestet digant ar [[goudjarateg]] pe ar [[marateg]]. Implijet e voe da anv-kuzh gant lu ar [[Rouantelezh-Unanet]] pa veze o prientiñ an arm nevez-se e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]].