Diforc'hioù etre adstummoù "Elagabalus"

595 okted ouzhpennet ,  2 vloaz zo
→‎E vuhez : Un arouez ispisial evit un doue.
(→‎E vuhez : Un arouez ispisial evit un doue.)
{{LabourAChom}}
[[Restr:001 Heliogábalo. Museos Capitolinos. ManuelParadaLópezdeCorselas.jpg|vignette|Elagabal]]
'''Varius Avitus BassainusBassianus''', pe '''Elagabal''', pe ''Heliogabal''', ganet en [[Homs|Emesa]] er bloavezh 204, a oa un [[impalaer roman]]. Ren a reas dindan an anv a '''Marcus Aurelius Antoninus''' eus ar 15 pe [[16 a viz Mae]] [[218]] beket an [[13 a viz Meurzh]] [[222]].
 
==E vuhez==
Savet e voe da ''[[Augustus (titl)|augustus]]'' (impalaer) d'ar 15 pe 16 a viz Mae 218 gant al Legio III ''Gallica'', a-enep [[Macrinus]] ha Diadumenianus, pa oa en oad a 14 vloaz.
 
Elagabal e oa ur paotr yaouank iskis, debret gant ar relijion Baal. Pa'z e zeuas da Rom, d'an 29 a viz Gwengolo 219, un delwenn-arouez an doue e oa gantañ war ur c'harr ː ur vaen du kizellet evel ur pich, Elagabal o kerzhañ a-zous, hep tennañ lagad diwarni.
 
Dimezet e voe yaouank-flamm da Julia Paula, ha kemer a reas da eil gwreg, a-enep al lezenn, Aquilia Severa, ur werc'hez gouestlet d'ar relijion pagan (vestalenn). He leuskel a reas, nebeut goude, evit kemer ur mignon, Zoticus, ur c'hlezeour brudet <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994</ref>
 
Sevel e reas e c'henderv Gessius Bassianus Alexianus, oajet a 13 bloaz, da ''caesar'' = eil-impalaer, dindan anv Marcus Aurelius Severus Alexander.
 
Evit difenn buhez he eil bugel-bihan Alexianus, ar vamm-goz Julia Moesa a laak ar bretorianed d'en em sevel a-enep Elagabal hag e vamm Julia Soaemias. O zaou a zo tapet d'an 13 Meurzh 222, dibennet, ha skoet d'an [[Tiber (stêr)|Tiber]]. <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994</ref>
 
== Notennoù ha daveennoù ==
9 382

modifications