Lazhadegoù Gwengolo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Massacre châtelet 1792.jpg|thumb|Lazhadeg er châtelet e 1792]]
'''Lazhadegoù Gwengolo''' (galleg: ''massacres de Septembre'') a vez graet eus un heuliad lazhadennoù etre an 2 hag ar 6 pe [[7 a viz Gwengolo]] [[1792]] e [[Pariz]]. Lazhadegoù damheñvel a voe ivez dre [[Bro-C'hall]] a-bezh (en [[Orléans]], [[Meaux]], [[Reims]] pe [[Versailles]]), met gant nebeutoc'h a dud lazhet hag e-pad ur mare hiroc'h.
 
C'hoarvezout a reas al lazhadegoù-se d'ur mare pa ma oa pennfollet ar reveulzierien c'hall. Aloubet e oa bet Bro-C'hall gant armeoù Aostria ha Prusia, ouzhpenn-se e oa brudoù o redek war un irienn roueelour (« ''le complot des prisons'' »). Eus un tu all e oa aon ivez gant ar reveulzierien e vefe un enep obererezh gant ar roueelourien a-enep dezho hag a vefe bet kroget en hañv 1792. Ar vuntrerien pe « septembriseurs » a oa aet e toullioù-bac'h Pariz hag a oa kroget gant lazhadegañ ar brizonidi. E-tro 1 300 a dud a voe lazhadeget garv e Pariz hag ur 150 bennak er peurrest eus ar vro.
Linenn 14:
ar Menez a rebech dezho da vezañ chomet dioberiant e-pad al lazhadegoù. E-pad Prosez ar re Girondins, e miz Here 1793, ar re-se a vez rebechet dezho bezañ bet a-dreñv al lazhadegoù.
 
Goude kouezhadenn Robespierre an 9 thermidor, lazhadegoù Gwengolo na vezont ket degemeret en distaoliadenn a-fed feulsterioù an [[20 a viz Even]] [[1792]]. Klasket e vez kavout an torfedourien met pennoù politikel ar mare a zo bet lazhet dija. Ne chom nebeut emsaverien da varnañ; tri a zo kondaonet da 20 vloaz dindan houarn. An darn anezho a zo lakaet digablus, ar juri a zisklêrie a-benn neuze ne opaoa ket anat o kablusted evit an torfed.
 
Ur wech barnet an afer, al luskadoù politikel a zo enebet war ar perak eus al lazhadegoù-se. An demokrated a-sav a-enep ar fed ma vefe bet raksoñjet an taol, evito e oa kounar ar boblañs en devoa tarzhet a daol trumm.
Linenn 20:
Ar re roueelourien pe enep-reveulzierien a embann e oa ur binijenn santel, lakaet da dalvezout dre torfedoù pe sioù niverus ar mat, ar relijion. Evito e seblant anat a-walc'h e oa bet prientet an taol. Diazezet eo o selloù war eñvorennoù an dreistbeverien evel ''les Mémoires sur les jours de septembre 1792'', gant Berville ha Barrière.
 
Ret eo gortoz hanter an {{XIXvet kantved}} ha levrioù Louis Mortimer-Ternaux ha Granier de Cassagnac, embannet gant nebeut blovezhioù etrezo evit gwelet oberennoù o komz esueus al lazhadegoù-se. Ar re gentaéngentañ eo a embann sifroù diazezet war dielloù resis, dreist-holl rolloù an toullioù-bac'h eus Pariz. Kollet eo bet abaoe ar rolloù-se pa voent devet gant tan-gwall Kumun Pariz 1871.
 
== Gwelet ivez ==