Aotegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 46:
An Aotism krenn a zeu da eil. Tud o deus bet kudennoù evit deskiñ ar pezh a zesk an holl vugale reizh e-pad o bugaleaj. Met gellet o deus deskiñ traoù memestra evel ar c’homz, en em wiskañ …, met gant dale. Diaesterioù o deus memestra d’ober an traoù, met sikouret int da-se gant da skouer un AVS (Auxiliaire de Vie Scolaire) e-barzh ar skol, pe goude labourat el lec’hioù krouet evit an dud nammet.
 
Erfin emañ an Aotism Asperger. An dud tapet gant an Aotism Asperger a zo speredek evel un den reizh, pe speredekoc’h. N’o deus ket bet a dale komz, hag o deus ur varregezh e-lec'h int barrek-tre (alies troet war-du ar jedoniezh, met e c’hell bezañ un den o komz kalz a yezhoù, pe zibunañ un destenn goude bezañ bet lennet ur wech nemetken …). Met evito ez eo, un dra a zo aes evidomp evel lakaat botoù zo ur gwir kalvargroaz da zougen.
 
“Ar sindrom Asperger a zo an Aotism a live uhel”